Kerzhadeg al lorc'h

Kerzhadeg al lorc'h
Prantad kizidikaat ouzh ar re LGBTQIA+, abadenn arreat
Iskevrennad eusabadenn LGBT, dibunadeg Kemmañ
Rann eusluskad sokial LGBT Kemmañ
Kounaat a ralorc'h LGBT Kemmañ
EntitySchema for classEntity schema not supported yet (E57) Kemmañ

Kerzhadeg al lorc’h[1], a zo Gay Pride hec'h anv orin saoznek ("Lorc'h Heñvelrevel"), eo abadenn bennañ al luskad LGBT. Reiñ a ra da welout ar re heñvelrevel, divrevel, queer, treuzrevel, ha tud all hag a c’houlenn frankiz ha kevatalded etre an tuaduroù hag an identelezhioù revel.

Krouet eo bet da-heul emsavadegoù Stonewall er Stadoù-Unanet e 1969, ha bremañ e vez aozet bep bloaz e meur a vro dre ar bed, peurliesañ e miz Even, miz ar Lorc’h.

D'ar 27 a viz Kerzu 1970 e voe aozet Pride kentañ er bed e Chicago, ha goude-se unan all e San Francisco[2]. En deiz war-lerc'h e voe aozet emvodoù brasoc'h e New York (anvet Christopher Street Liberation Day) hag e Los Angeles.

En Europa e voe aozet ar gerzhadeg gentañ d'an 29 a viz Ebrel 1972 ; bodañ a reas 200 den e Münster (Alamagn)[3].

D’an deiz a hiviz e vez aozet kerzhadegoù e broioù eus an holl gevandirioù[4]. Koulskoude e chom lec’hioù ma vez diaes, pe difennet, kas anezho, evel Rusia[5] pe Turkia[6] lec'h ma 'z eo difennet ar gerzhadeg abaoe 2014.

  1. Anv kinniget gant TermOfis.
  2. (en) Labor of Love: The Birth of San Francisco Pride, 1970-1980. glbthistory..
  3. (fr) De Stonewall à Paris, retour sur l'histoire des marches des Fiertés LGBT. CNEWS, 21/06/,2019..
  4. (fr) Marche des fiertés : les 7 plus grandes Pride du monde (2022).
  5. (fr) « L'homophobie ne concerne qu'une minorité en Russie ». L’Humanité (Even 2006).
  6. (fr) « Turquie : marche des fiertés éclair à Istanbul, des arrestations ». Ouest France (Even 2024).

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search